Keginerezh India

keginerezh India
national cuisine
Iskevrennad eusSouth Asian cuisine Kemmañ
Rann eusculture of India Kemmañ
Sevenadurculture of India Kemmañ
StadIndia Kemmañ
Roll elfennoùlist of Indian dishes Kemmañ

Keginerezh India n’eus ket anezhañ e gwirionez, rak meur a geginerezh rannvroel disheñvel an eil diouzh egile zo kentoc'h. Ul lodenn vras eus ar boblañs ne zebr tamm kig ebet, pe e vefe dre zibab, pe dre redi relijiel. Setu perak e kaver meuzioù a bep seurtaozet hep kig, ha diazezet kentoc’h war al legumaj sec’h (piz sisez, piz-rouz hag all), rak leun a broteinoù int. Diazezet eo war implij ar masala, ur meskaj spisoù a gaver e kement sekred-kegin a zo. E broioù ar C’hornôg e reer “kuri” eus ar meskaj-se, ar pezh a zo direizh, rak ne vez ket implijet pe dost en India. Ha pa vez implijet e talvez keusteurenn, pe meuz mitonet. Spisoù a gaver dre ret e keginerezh India, a-benn reiñ blaz d’ar pezh a farder.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy